Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



EUR GER DA GENTA


————


Pa beder eur zant bennag, n’euz netra guelloc’h evit beza selaouet ganthan eget kaout fizians enn he c’halloud. Ar fizians-ze a deu dre an anaoudegez euz ar vuez santel en deuz renet pe euz an traou burzudus great gant Doue dre he bedennou. Talvoudek braz eo eta anaout ar peb brassa euz a vuez ar zant on euz c’hoant da bedi araok goulen netra diganthan.

Buez sant Anton a Badou, sant bras ar miraklou euz a Urs Sant-Frances, a vezo lakeat el loden genta euz al leorik-ma, great evit kreski an devosion hag ar garantez e kenver ar mignoun-ze da Zoue, leun a vadelez evit an oll