Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —
hag ato prest da rei ho goulen d’ar re en em erbed outhan, hervez m’hen assur sant Bonavantur :
« Ouz sant Anton, eme an doctor-ma, e c’heller en em erbedi evit goulen kement grass ne c’heller da gaout nemet dre virakl. Dreizhan, an traou kollet a vez kavet, an dud klan a vez pareet, bolontez Doue a vez anavezet, ar gragez o deveuz ho goulen, ouz an afferiou diez e teuer a benn, etc. »
Goude beza kresket ar fizians en eur lenn buez ar zant, p’eo guir ne c’heller kaout ar grassou nemet dre ar beden great gant eur fizians vraz enn neb a beder, hervez ma lavar hor Zalver : « Petite et accipietis, goulennit hag o pezo, » eo eas gouzout petra vezo lakeat ; e vezo ennhan pedennou enn