Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —
henor da zant Anton a Badou ; ar pedennou-ze a zo tennet euz a Vrevier ar Venac’h euz he Urs, pe euz a Rituel an Tadou karget euz ar Chapel brudet a zo ennhan korf ar zant, hag a ro kement a c’hloar da Urs Sant-Frances.
Ra blijo gant Doue e c’helfe al leorik-ma kreski, mui-oc’h-mui, ar fizians hag ar garantez e kenver sant Anton. Cetu petra c’houlen an hini en deuz he skrivet, hag eur beden ouspenn digant ar re he lenno.
————