Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


BUEZ


SANT ANTON A BADOU


EUZ A URS SANT-FRANCES


SKRIVET E BERR-GOMZOU


(1195-1231)


Ar gouel d’ann 12 a viz even




I


Ginivelez sant Anton


Sant Anton, ganet e Lisboon, ar 15 a viz eost, a ioa mab da Vartin de Bouillon, ha da Dhereza Travera, tud a lignez huel ha brudet bras. Ferdinand oa an hano roet dezhan enn he Vadiziant.

Ar vam a ioa devot bras, hag a ziskueze aliez d’he mab an iliz dediet d’ar Verc’hez Vari savet-enn-env. Ar bugel a zelle outhi gant karantez tener eur c’hrouadur, karantez hag en devoue ato goude-ze evit ar Vam santel da Zoue. D’an oad a zek