Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

vloaz, e oue lakeat etouez ar gloer euz ar Gathedral, hag eno e oue eur skuer evit an holl dre he aket da studia ha dre he zevosion[1]. D’he bemzek vloaz, ez eaz enn eun Urs Chaloniet hag a heuille reolenn Sant-Augustin. Eno an holl a oue estonet ouz he velet o ren eur vuez ker skueriuz, oc'h heuilla vertuziou Jezus ha Mari, o tiskuez eur garantez heb he far hag eun humilite ar vrassa. Kement tamm amzer a c’helle da gaout dezhan he unan a dremene o pedi, o studia ar Skritur-Sakr ha leoriou an Tadou santel : evelse, evit guir, e teuaz e berr amzer da veza habil eun eston.


II


Sant Anton e kouent Tadou sant Frances


Er bloaz 1220, d’an oad a bemp bloaz var’nn-ugent, sant Anton a viskaz ar zae a vanac’h e kouent Tadou Sant-Frances

  1. Setu perag ar Spagn, ar Portugal hag ar broiou a ioa guechall dindan an diou gouarnamant-ze, a gemere anezhan evit patron ar skoliou.