Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —
nao miz ma choumaz eno. Dre ar vuez kalet-ze, en doa c’hoant d’en em zigoll euz ar verzerenti en doa kement a hast da c’houzaon heb gellout hen ober.
III
Prezegennou sant Anton
E doug ar C’horais 1222, ar zant a oue galvet da vont d’ar Chabistr Provincial da Forbi. Er Chabistr-ze ez oa ive eur manac’h bennag euz a Urs Sant-Dominik. An Tad Gratian a bedaz anezho da ober eur zarmoun divar benn Doue. Ar re-ma a glaskaz digarez en eur lavaret n’oant ket goest da gomz dioc’h-tu var eur poent ken huel, o veza n’o doa ket sonjet araok. Enn eur zistrei neuze ouz Anton, ar Provincial a lavaraz :
« Sarmounit ’ta c’hui, » emezhan ! Ar zant, estonet, ne felle ket dezhan