m’edo eno, eur mana’h iaouank a daolaz he zae hag a guiteaz ar gouent en eur gass ganthan eur Bibl skrivet hag ispliket gant ar zant he-unan. Ar Bibl e doa kalz talvoudegez evithan, p’eo guir oa koustet dezhan epad pell amzer kalz poan ha kalz labour. Pa deuaz da anaout ar c’holl en doa great, Anton a reaz da Zoue eur beden kalounek ha leun a fizians, en eur c’houlenn digant he Zalver ar c’hras da gaout an tenzor-ze en doa kollet.
Neuze al laër, epad m’edo o kemeret an teac’h, a velaz, enn eun taol, eun aneval spontuz o tont da zailla varnhan, en eur ordren dezhan kass ar Bibl enn dro da zant Anton, ma n’en doa ket a c’hoant da veza treinet dioc’h-tu d’an ifern. Al laër, karget a spont, a zavaz keuz ganthan. Dont a reaz enn dro hag ez eaz d’en em strinka da dreid ar zant, en eur rei dezhan he skridou presiuz hag ouz er pedi d’her pardouni ha d’her c’hemeret adarre e touez ar venac’h iaouank euz ar gouent.