Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


An Aotrou Doue en doa roet da zant Anton, neket hebken he c’houlenn, mes, abalamour m’en doa kement a fizians, en deuz roet dezhan ar c’halloud, hag a zo anavezet mad gant an holl, da lakaat kaout an traou dianket.


VI


Sant Anton e Briv


Enn eul leac’h distro e Briv, ez oa eur gouent, savet gant ar zant, hag a ioa stag ouz hini Limoj ha brudet dre ar miraklou nevez-great ennhi.

Bez’ez oa eur vam hag e doa kement a c’hoant da glevet sant Anton o sarmoun, ma lezaz er gear eur c’hrouadurik bian ha n’e doa nemethan, heb sonjal er gaoter (pe chodoron) nevez lakeat ganthi e kichenn an tan. P’oa echu ar zarmoun, e tristroaz d’ar gear, hag e velaz, o ! rann-galoun ! korf he bugel er gaoter e kreis an dour bero. Rak-tal e tap krog ennhan, hag ar rann-galoun