Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

eur seurt burzud, a rebechaz dezbo ho nebeut a feiz, a ziskuezaz dezho, gant kement a nerz, an droug a ra ar pec’hed ha peger faoz oa ho c’hredennou, ma c’hounezaz da Zoue eun niver braz euz ar re a ioa eno.


VIII


Mirakl an Hosti Sakr


Unan euz a dud difeiz Rimini, he hano Bonvillo, a ioa kaletoc’h eget ar re all. Burzud ar pesket n’en doa ket hen lakeat da jench kredenn ; enn esper zoken lakat Anton da goll ar brud vad en doa gounezet, e lavaraz dezhan evelhen : « Me gredo, emezhan d’ar zant, ema Jezus-Krist enn hosti konsakret, ma teu va loen, heb tamm abaoue tri devez, da lezel he gerc’h a gostez evit mont da zaoulina dirazhan. » Anton, spountet o klevet ar c’homzou heuzuz-ze, a roaz he assant evelato evit digeri he zaoulagad d’an den difeiz, ha d’an devez merket, e teuaz gant ar Zakramant santel, meulet