Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
ra vezo ! Bonvillo a deuaz ive gant he loen, hag a ginnigaz kerc’h dezhan. Neuze ar zant a c’halvaz al loen a vouez huel hag a ordrenaz dezhan adori he Grouer, kuzet enn hosti a zigasse dirazhan. Kerkent al loen a lez he gerc’h a gostez, a ia d’an daoulin, a stou he benn, hag a jomaz er stad-ze beteg ma z’eaz ar zant kuit gant ar Zakramant. Bonvillo a zigoraz he zaoulagad d’ar virionez, a reaz pinijenn hag a deuaz goude-ze da veza eur c’hristen mad. Sant Anton a reaz c’hoaz burzudou all evel hennez e Toulouz hag e Bourj[1]. Nebeut amzer goude e kavaz eun ampoezoun hag a ioa great da rei dezhan : her c’hemeret a reaz heb kaout drouk ebet.
IX
Ar Mabik Jezus ha sant Anton
Goude beza great he droiou a Brovincial enn Emilii, enn Istrii, er Frioul
- ↑ E Bourj ez euz brema c’hoaz eun iliz parrez, he hano Sant-Per-ar-Daillard, hag a zo bet savet evit derc’hel sonj euz ar burzud-ze.