c’het, hen lakât a ra ouz ar c’har, hag ho stagaz evelse an eil ouz egile. Roud an trouc’h hebken a jomaz anat, e testeni euz ar mirakl great gant sant Anton.
Eun den iaouank all, o veza deut da govez, ne c’helle lavaret ger gant he c’hlac’har hag he zaelou. Neuze ar zant a lavaraz dezhan skriva var eur felienn baper ar pec’hejou en doa great. An den iaouank a zentaz, hag epad m’edo ar c’honfessour ouz he lenn, ar geriou a uze dre ma lenne, hag ar felienn baper a deuaz adarre da veza guenn.
Anton a ioa c’hoaz e Padou, pa deuaz da c’houzout, a berz Doue, oa tamallet he dad da veza muntrer e Lisboon. Raktal e za enn hent gant ar fizians vraz da erruout abred aoualc’h evit hen tenna a affer. Mont a ra eta dirag al lez-varn da zifenn he dad ; mes, o veza ma ne grede ket ar varnerien ar pez a lavare, e kin-