Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

nigaz dezho mont d’ar bez el leac’h m’edo an hini lazet.

Ar varnerien a jomaz balc’h ; mont a rejont koulscoude assamblez ganthan hag eur bobl-tud var ho lerc’h. Anton a ordrenaz neuze d’ar c’horf maro diskleria dirag an holl ha guir oa eo Martin de Bouillon en doa hen lazet. An hini maro, hag hen dija o vreïna, a zav, var ger ar zant, hag a lavar sklear ha freaz oa divlam Martin de Bouillon euz ar muntr a ioa bet tamallet dezhan, ha neuze e c’hourvez adarre er bez. Ar varnerien, goloet a vez gant ar burzud-ze, a laoskaz dioc’h-tu da vale an hini tamallet.

Epad an amzer-ze, Anton a ioa eat kuit hag en em gavaz adarre enn Arcella ; n’oa bet, dre volontez Doue, nemet eun dervez ha diou nozvez oc’h ober he dro.


XII


Eccelino de Romano


Er bloaz 1228, Eccelino de Romano, den kriz hag ioulok, a iea etrezeg Padou,