Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

evit he c’hemeret dre nerz he armou. Anton a ziredaz d’he ambroug, ha dre interest evit gloar Doue, her gourdrouzaz stard da veza ken ourgouilluz ha ken ioulok. Lavaret a reaz an torfejou hag al laeronsiou great gant he zoudardet a lakaje malloz Doue da gueza var he ene, hag oa poent braz dezhan kuitaat an hent fall en doa kemeret hag a ia d’an ifern, anez, neket hebken e tenje var he hano dismeganz an dud, mes e varfje enn dizesper hag er stad a bec’hed evel m’en doa bevet. Spountet gant gourdrouzou ar zant, Eccelino a deuaz da veza humbl, a laka he c’houriz-kleze enn dro d’he c’houzok, hag en em daol d’an daoulin dirag sant Anton, ouz her pedi da c’houlenn digant Doue pellaat diouthan ar goaligner a dlie kueza varnhan.

Ar zant a zistroaz neuze da Badou

evit mont goude-ze d’an Emilii.

4