anezhan da gaout truez ouz he c’hreg maleuruz. Ar zant a ieaz da gaout ar vaouez-ze, en em lakeaz da bedi hag a vennigaz anezhi. Kerkent e velaz ar bleo a ioa bet difframet euz he fenn o tont adarre d’ho flass, hag e savaz euz he guele leun a nerz hag a iec’hed.
Goude ar mirakl-ze, sant Anton a gendalc’haz da ober he dro a Brovincial hag a ieaz, er bloaz 1230, d’ar Chabistr General da Asiz.
Ar Chabistr General her c’hargaz da vont da gaout an Tad santel ar Pab, Gregor IX, da ober eur gevridi. O veza m’edo ar Jubile, oa diredet eun niver braz a dud da Rom euz a gement korn zo er bed kristen. An Tad santel a fellaz dezhan lakat Anton da brezeg dirazan ha dirag tud he balez a vel d’ann holl. Ar bobl, petra bennag n’en doa ket a esper d’he entent, a ioa deut a van-