Goude beza tremenet goueliou ar Pantekost e Padou, Anton a ieaz epad eur miz da Gampo-Sampiero. Eno en em roaz d’ar rusta pinijenn heb ober vân euz ar c’hlenvet en doa, hag er c’hasse nebeut-a-nebeut d’ar bez. Erfin, o santout oa tost ar mare dezhan da guitât ar vuez-ma evit mont d’ar vuez a bado ato, e tiskuezaz kaout c’hoant da veza kasset da gouent Santez-Mari. Eur c’harr a oue klasket evit kementse, rag re glanv oa da c’hellout ober an hent var droad. Mes, o veza erruet e kichenn Arcella, an dud a ioa assamblez ganthan, o velet peger sempl oa, a lezaz anezhan er gouent-ze. Eno, goude beza kovesseat, Anton a ganas au hymn : O gloriosa Domina, a lavaraz psalmou ar binijenn, a resevaz Sakramant an Nouen, hag, eun anter-heur goude m’oa eat toc’hor, e roaz he ene benniget da Zoue, d’an