Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

13 a viz even 1231, d’an oad a c’hueac’h vloaz ha tregont. Kerkent, ar vugale vian en em lakeaz da grial dre ar ruiou e Padou : « Ema maro ar Zant ! »

Tud Padou, diredet da Arcella, a voualc’haz he gorf gant ho daelou, en eur bedi anezhan da gaout ato evitho ar garantez en doa diskuezet dezho epad he vuez. Ar Pab Gregor IX en doa, guelloc’h eget nikun, anavezet sant Anton a Badou, hag hen diskleriaz sant er bloaz varlerc’h, an 20 a viz mae, deiz ar Pantekost.


XVIII


Pelerinachou brudet e Frans en henor da zant Anton


E meur a leac’h, e Frans, e vez pelerinachou hag a zo darempredet kalz gant ar re zo devot da zant Anton.

1° E Brive-La-Gaillarde e vez pelerinach. Eno e veler ar c’herrek kleuz el leac’h ma karie ar zant en em denna pa edo er gear-ze.