Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BREURIEZ SANTEL
ENN HENOR DA S. ANTON A BADOU
SAVET E ILIZ AR ZANT E ROM
Hent Merulano, tost da S. Ian Latran
————
- Goulennit gant fizians digant S. Anton ar pez o peuz kollet, hag her c’haffot.
- (S. Bonavantur).
- Goulennit gant fizians digant S. Anton ar pez o peuz kollet, hag her c’haffot.
Devosion ar bobl kristen evit S. Anton hag he fizians enn he zantelez a zo anavezet gant an oll. Kalz Ilizou a zo savet enn he henor e pep leac’h. He imach hag he boltret a zo skignet dre ar bed oll ; he c’houel a vez great gant eur respet hag a ia var gresk bep bloas. Ar penn kaos euz ar fizians-se a zo er zant, a deu, hep douetans ebet, euz ar c’halloud dispar en deuz an Aotrou Doue roet dezhan da ober burzudou bras. Kement hini a deu d’en em erbedi outhan, a receo grasou bras meurbet.
S. Bonavantur, an Doctor braz, hen deuz meulet galloud S. Anton dre ar c’homzou-ma : Si quæris miracula.