Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —


Ma klaskit burzudou, en em erbedit ouz S. Anton ; din eo da veza galvet gant an Iliz Sant ar Miraklou.

Ma teu eta ar zant da skoazella ar re en em erbed outhan ; ma teu da obten digant Doue pareans ar re glanv, ha da bellaat kalz goalinier diouz an dud, dre he c’halloud her guelomp bemdez o renta ar pez o deuz kollet d’ar re en em erbed outhan. An oll a rento testeni euz a gement-ma.

Galloud S. Anton n’en em ziskuez ket epken evit renta d’an dud madou ar bed-ma ; obten a ra ouspenn madou an ene d’ar re o deuz ho c’hollet dre ar pec’het. Var an douar-ma S. Anton a ioa he galon intanet dre ar garantez. N’hen doa ken ioul nemet gounit da Zoue eneou ar baïanet, ha distreï var an hent mad an heretiket hag ar bec’herien. Ne ket eston eta en deffe ar zant-recevet, enn Env, ar c’halloud da dostaat ouz Doue ar bec’herien geiz a zo e stad a bec’het marvel.