Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —
Even, deiz gouel ar zant, pe eun dervez bennag euz an Eisvet.
III. — Ar C’honditionou
8° Kass an hano, al lezhano, hano ar vro hag ar barrez d’an Tad choazet gant ar Superior Jeneral Urs S. Frances, hag a zo e chom e Rom, viâ Merulanâ, 124.
9° An oll a dle miret, a boent da boent, ar pez a zo merket diaraog.
IV. — Ar Gounidou
10° Kerkent ha ma vezer recevet er Vreuriez, pep hini en deuz perz enn oferen a vez lavaret bep meurs evithan hag evit an holl madoberourien e Iliz S. Frances. Enn Iliz-ze e vez lavaret bemdez 50 oferen pe ouspenn.
11° An Tad Superior a ro da anaout d’an oll o deuz perz bemdez e oberou mad an Tadou euz an Urs.