Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

ma oue, dre anaoudegez vad, choazet ar meurs dreist an deveziou all evit he henori. D’ar meurs ispisial ez eat muia da bedi var he vez, hag an holl e Padou kouls lavaret, a grede ne vanket morse da gaout kement tra a c’houlennet diganthan enn deiz-ze. Setu ama petra reaz d’ar greden-ze beza c’hoaz startoc’h : Er bloaz 1617, eun itroun a renk huel euz a Bologn en em erbede c’huek ouz sant Anton evit kaout eur c’hras dreizhan. Eun nozvez, epad he c’housk, e velaz ar Zant hag a lavaraz dezhi : N’o peuz nemet mont da bedi epad nao meurs dirag va imaj da iliz sant Frances hag o pezo ho koulen. Senti a reaz ouz ar zant hag e devoue ar pez a c’houlenne. An Tadou euz a Urs Sant-Frances a reaz embann ar mirakl-ze en eur skigna an devosion d’an nao meurs. Pedennou an nao meurs a c’heller da ober epad nao devez diouz-tu. Pedennou an naved-ze a zo ama varlerc’h ; bez ez int eun eienen a c’hrassou evit an nep ho gra.