Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —
GUELOMP
Peger buan e sente Sant Anton ouz mouez ar c’hras
Kerkent ha ma santaz ar zant oa galvet gant Doue da vont da gouent relijiuzet Sant-Augustin, e reaz raktal an dilez euz an henoriou hag euz ar pinvidigeziou a dlie dont dezhan dre he lignez huel. Senti a reaz dioc’h-tu ouz bolontez Doue hag e kinnigaz dezhan he ene, a ioa dija lakeat ker kaer gant he vam ; iaouank flam oa c’hoaz pa gemeraz ar zae a vanac’h.
Dalc’homp sonj euz ar pez a dleomp da Zoue dre hor badiziant, ha lakeomp stard enn hor spered da zelc’her mad d’ar promessaou hon doa great neuze dre c’hinou hor paeron hag hor maeronez ; greomp fae var blijadurezou trompluz ar bed ha sentomp heb dale ouz mouez ar c’hras.
Hon Tad… |
Pater… |