Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —
ma c’hellomp, dirag daoulagad an dud, ar pez a zo a vad ennomp, ha mar deo red deomp hen diskuez, arabad deomp da viana kemeret fouge evit an dra-ze.
PEDENN
O Jezus, din da veza karet, peur e c’hellomp-ni ive beza din euz ho karantez ; ni ne glaskomp nemet beza henoret, beza guelet ha beza meulet evit an distera tra a reomp, heb sonjal eo diganeoc’h e teu deomp kement munud-mad hon euz. Abalamour da zant Anton, plijet ganeoc’h lamet ar fougerez euz hor c’haloun, evit ma santimp ne domp netra ha ma veritimp ho trugarez.
PEVARE DEVEZ
Pasiantet sant Anton
Sant Anton a zo bet goal gasset gant an heretiket e meur a gear enn Itali, droug prezeget gant he enebourien ; en