Pajenn:Potron - Buez Sant Anton a Badou.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

despet d’an dra-ze ne golle ket a basiantet, hag, evel hor Zalver, e pede Doue, heb ean, da gonvertissa an heretiked-ze ha da bardouni he enebourien.

Evit ober evel-d-han, gouzanvomp hiviziken a galoun vad an dismegansou aberz hon nessa, ha pedomp evit ar re a ra droug deomp.


PEDENN


O va Jezus, leun a zousder, c’hui o peuz desket deomp, dre ho skuer ha dre ho komzou, peger kaer eo gouzaon gant pasiantet ha pardouni an offansou ; kemerit truez ouzomp, rag ne c’hellomp gouzaon an disterra tra, hag ato emaomp o klask en em venji.

Abalamour d’ar garantez en doa ar Zant-ma, roit deomp ar c’hras da c’houzaon, a galoun-vad, kement tra a errufe ganeomp, e pinijen d’hor pec’hejou, ha neuze, goude beza paet evel-ze hon dle d’ho Justis, e veritimp beza ive pardounet ganeoc’h.