Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —
EISVED DEVEZ
Purete sant Anton
Sant Anton a veze ato var evez ouz he skianchou, gant aoun ne vijent kaoz dezhan da gaillara he ene ha da goll ar vertuz kaer-ze, a zao ken huel an den hag hen laka, koulz lavaret, da veza henvel ouz an elez.
Arabad deomp ankounac’haat e tleomp beza atao eveziant da ziouall ouz hor skianchou, ar penn-kaoz euz an darn-vuia euz hor pec’hejou. Diouallomp hiviziken, pep hini enn he stad, da goll tenzor presiuz ar burete.
PEDENN
O Jezus trugarezuz, anzao a reomp dirazoc’h eo ar re a gabestr on euz roet d’hor skianchou, a zo bet kaoz deomp da gueza e kalz pec’hejou. O pet truez ouzomp, ni ho ped ! Roit deomp, dre veritou sant Anton, ar c’hras da ziouall