Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —
guelloc’h hor skianchou enn amzer da zont, ha da zerc’hell penn da dentasionou an droug-spered. Ni bromett deoc’h e vezimp hiviziken guelloc’h da bedi, da ziouall ouz ar goall danjerou, ha da heuilla ho lezenn, evit m’on devezo ar c’hras da veva ganeoc'h ha d’ho meuli epad an eternite.
NAVED DEVEZ
Maro euruz sant Anton
Guelomp ar Zant erru e fin he vuez. Karget eo a veritou ha kaer dre he vertuziou. Ar Verc’hez Vari a zo enn he gichenn ; lakaat a ra he ene etre daouarn he Zalver, hag e za da reseo diganthan, evit he labourou, ar rekompans hag a bado ato.
Mar fall deomp kaout ar memes rekompans, dalc’homp sonj e tleomp beva e guir gristenien ha bale enn hent euz ar zantelez beteg heur hor maro.