Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/101

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —


TREFLEZ HA STER AR ZEAZ
————


Treflez, perlezenn Leon, ken koant gant ster ar Zeaz,
Gand eunn aot ken ledan, leun a reier, a dreaz,
Siouaz ! gouela rann c’hoaz ann amzer dremenet,
Amzer va iaouankiz, evid ato nijet.
Bugelik, war ann aot pa redenn, skanv, diarc’henn,
Enn eur daoler enn ear, er mor, mean ha krogenn
E chomenn enn eunn taol, vel eunn den, da zonjal,
O welet eul lestr-tan o tremen er penn all ;
Rag enn despet d’am oad, ar c’hoant braz da welet
Ar pez a ioa larkoc’h a skuize va spered ;
E fraillou reier huel ann avel o iudal,
A-uz ann houlennou laboused o krial,
Ar goabrenn a stoke, du-hont, oc’h ar mor doun,
Pep tra, deue da lakat da dridal va c’haloun,
Hag eur vouez, treiz m’oar vad, a grie din ato
Kimiada diouz Treflez ha mont da redet bro,
Ster ar Zeaz, me gare, ken sklear ez oa da zour,
Dont da zellet enn-oud, evel er mellezour,
Evit gwelet va skeud, ken koantik o krena,
Pa deue gand ann avel ann dour da roudenna !
Hogen, e ribl ar ster evel e ribl ar mor,
D’ar vouez treiz me zalc’he, siouaz ! va skouarn digor ;
Ar c’hoant braz da veza brudet ivez eunn deiz
A gemeraz grisienn, ken doun, ebarz em c’hreiz,
Ma n’am oa ket gallet out-han pelloc’h herzel,
Ha me da vont enn hent, digor va diouaskel.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .