Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/109

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —



Brema n’eo mui ken kuzet
E-touez ar bodennou,
Ar chas ho deuz hen c’houeset
Em’int war he roudou ;
Dreist ar c’hleuz, evit tec’het,
E lamm er wenodenn,
Kerkent ez eo diskaret,
Maro-mik, gand eunn tenn.

Ema war daol ar c’higer
Ar c’honikl, evit-mad,
Astennet he zivesker,
Tenval he zaoulagad ;
Achuet en deuz da lammet,
Hag e-verr, evit koan,
E vo poazet ha fritet
War ar billik-vihan.


————