Hirio, kalz a labourerien
A lavar adie d’he zachenn ;
War ar meaz eo ken fall ann traou
Ma c’hen em daolont er c’heariou,
N’ez euz, eme-z-ho, war ar meaz,
Da zebri, nemed iod gant leaz,
Eunn tamm bara pounner ha fall,
Duoc’h eged ar siminal.
Hogen e kear, da vihana,
Ez euz boued skanv, gwennoc’h bara,
Soubenn zruz, rata mad ha gwin,
E leac’h dour ha soubenn irvin,
Eur bae vraz ha nebeud a boan,
Netra d’ober da c’houde koan,
Rag chatal ebet da goania,
Lann da bilat, kraou da garza...
Mad, me lavaro, m’ar kirit,
Tud keiz, ec’h en em faziit ;
Gand eiz real, ha zoken eur skoet,
N’ho pezo ket a gik bep pred ;
Aliez, gand eunn antreprener,
Nemed eiz real ne c’hounezer,
Goude c’hoaz, evel forsaled,
Labourat pell-braz ha kaled.
Oc’hpenn, da zul, da c’houel, aliez,
E tleer labourat ivez ;
Oferenn ebet a-wechou,