Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/116

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —


AR VRAE HAG AR BALUC’HENN
————


Ar vrae nevez lemmet gant gwer
A zo da Iann al loc’h all ;
Harpet eo gant daou vean pounner,
Evit na c’hallfe finval.

Rag Iann, en deuz divreac’h ken teo,
Ken nerzuz ha limouniou ;
Dira-z-han, braeerien ar vro
N’int nemet bugaligou.

Med hirîo n’eo ket ouz eur goaz
En devezo da c’hourin,
Rag el leur, ivez, setu Soaz
Deuet, adalek ar mintin.

A-c’haolliad war he faluc’henn,
Soaz a zalc’ho penn da Iann,
Rag kerkent braeet ar stec’henn,
Paluc’het ez eo ken buan.

Iann o welet eo gleb he dal
A daol he dok gant kounnar
Koef Soaz ivez a ia raktal,
Evel ann tok, prim d’ann douar.

Ann heol a deu tommoc’h tomma ;
Iann a ziskar he justin,
Ha korf-sae Soaz, kerkent ha tra,
Zo stlapet war ar bern lin.