Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —


AR ROZEL
————
War ton : Soun ar c’hafe
————


Pa zistroaz Fanch d’he vro
Ne gouie mui brezounek
Ne gouie, war he veno,
Nemet chaokat gallek.

Edeur gand ar gwiniz
El leur p’en em gavaz,
Hag evel eur bourc’hiz
Fanch, lorc’hek, a stouaz.

Hag ann holl sebezet,
Dirag kement a stran,
Buan ha buan da redet
Evit diviz gant-han.

D’ar genta prezegenn
E klask digareziou,
Enn eur hejal he benn,
Digor-braz he c’hinou.

Ne c’hallann ket kredi,
A lavare Biel,
Mastin, ne gouifez mui
Hano forc’h ha rastel.