Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —


SOUN
————


Avelik ann abardaez,
Euz Breiz-Izel dont a rez,
Da gomz d’in ouz va bro garet ?
Daoust e Breiz ez euz ato
Bruk, balan ha gwez dero,
Tud kalounek, pennou kaled ?

Da guz-heol, er strejou doun,
Klevet ec’h euz bet eur zoun,
War eunn ton ann dudiusa ?
Ann dud iaouank, vel gwech’all
Gwelloc’h eo gant-ho dansal
Eget chom er bourg vid eva ?

Gwelet ec’h euz bet ivez,
E lojennik ar menez,
Ann hini gwech’all a garenn ?
Daoust ha sonj he defe c’hoaz
Euz hor iaouankiz, siouaz !
Tremenet vel eul luc’hedenn ?

Daoust hag e korn ann hentchou
Ann holl, dirag ar c’hroaziou,
Heb kaout mez a ra sin ar groaz ?
E kaloun ar Vretouned
Ar feiz koz n’eo ket mouget,
Daoust ha ken krenv e vefe c’hoaz ?