Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/13
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —
ANNAIK
————
Ar bokejou glasa, digor er prajou braz, N’ho deuz ket al liou kaer euz he daoulagad glaz ; Ne weler ket gwiniz, enn anv, e nep tachenn, Alaouret, stang hag hirr, evel he bleo melen ; Iskiz [1] ha dudiuz eo kan ann alc’houedez, Kalz dudiusoc’h c’hoaz eo mouez va mignounez.
↑Iskiz a dle beza digemeret ama evel ar ger gallek « extraordinaire ».