Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/133

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —


AR PESKETER
————
War ton : Sonjit, pec’her, ez eo red d’e-hoc’h mervel



Eunn heol skeduz d’ar mintin a lugern,
Ar pesketer a bign oc’h beg ar vern.
Ha dreist ar vag, henvel ouz diouaskel,
Al lien a zo digor-braz d’ann avel.

Ar pesketer a ia war ar mor doun,
Leun a fisians ha laouen he galoun,
Rag dreist he benn n’euz ket a goabrennou,
Dindan he dreid eo berr ann houlennou.

War ann tevenn he bried, he vugale,
War ho daoulin, evit-han a bed Doue,
Ha ne zistroint ket war ho c’hiz d’ar gear,
Epad ma vo chomet a wel d’ann douar.

Pesked, er vag, a ziskenn a-zoare ;
E-verr e vo bara d’ar vugale,
Chom a ve c’hoaz eunn nebeud gwenneienn
Ha sistr iac’huz a vo leun ar werenn.

Siouaz ! du-hont, setu deuet eur goabrenn ;
Al labous-mor a losk eur griadenn ;
Eur barr-amzer a gouez euz ann envou ;
Ar vag a zo dizroet gand ann tarsiou.