Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/137

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —


ARABAD EN EM FAZIA
————

Euruz int keriz : gwenn ho dourn, flamm ho fenn !
Gwisket gant dillad du, ken kaer ha bourc’hisien,
Labourerien ar porz, labourerien war gear
Pa ’z eont enn tu-bennag, da zul, a zo dispar,
Henvel oc’h aotrounez ; rag ervez ho doare
E lavarfac’h ho deuz eur c’hastell a leve.
Mad, tostait eunn nebeud, sellit pell ha gwelloc’h :
Enn taol lagad kenta, me gav d’in, e weloc’h
E kuz fall ann dillad ar pez a zo dindan,
Hag pa vez eul liou flamm aliez e vez kov moan,
Eur iec’hed reuzeudik a ra d’e-hoc’h sonjal
Ez eur araok ann oad da welet ar bed all.
Ia, labourerien-douar, arabad eo kredi
E ve buez paotred kear gwell eged hoc’h hini,
Arabad barn ann den dioc’h gwelet he zillad,
Kement-se ne c’hall ket diskouez en deuz kovad ;
Dillad hirr ha lostek a zo war meur a gein,
Siouaz ! ar c’hov n’eo ket diroufenn goude lein.


————