Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


SOUN
————


E-kichenn eur menez
Ez euz eul lojennik ;
E-touez he bodad gwez,
Pegement eo koantik !
Nag a bed gweach, enn deiz
Evit mont beteg hi,
Me gemer ann hent striz
A ia da zor ann ti.


DISKAN


Evit gounit kaloun
Va Dousik koant ha ker,
riou zesko d’in eur zoun
Dudiuz ha tener ?

Hogen me jom ato,
Adre d’ar c’harz, kuzet,
Ha dont a rann enn dro,
Heb beza bet gwelet ;
Petra ra d’in eta
Ken aliez koll amzer ?
Perag huanada,
Heb lavaret eur ger ?