Eunn deiz, o kimiada diouz va c’holach karet,
E leziz war va lerc’h mistri vad, mignouned
Pere ouelann, siouaz !
Taolet ha distaolet er bed vel eunn divroad,
Euz mignouned ken ker e c’houzounn, divezad,
Em euz dienez braz !
Siouaz ! neuze me ioa ken iaouank, ken dibenn.
Ma n’am oa ket gwelet, e-touez mel va gwerenn,
Ivez eur vestl c’houero ;
Aliez ar c’homzou flour a guz kalz a c’heier ;
A-zindan eur mor sioul ar paour keaz pesketer
A c’hall kaout ar maro.
Evel-se, va spered faziet gant kalz huvreou,
P’az iz diouz Lesneven evit redet broiou
Hag evit klask ar brud,
Ne zalechenn ket pell d’anaout em oa kollet
Al levenez, ar peoc’h hag em oa selaouet
Euz ar bed ar vouez iud.
Evel-se, ken koantik a-zindan ann Envou,
Eur ster a ruill he dour a-dreuz ieot ar prajou,
Skeduz evel ann heol
Beteg ma c’hen em gav war ann aot da redet
El leac’h e-touez ann treaz, eo kerkent killaret,
El leac’h ma ia da goll.