Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —


EUNN NEBEUT FISIANS
————

Ann heol a zo kuzet, hag ar meneziou glaz
A zo ruziet ho lein gant liou ruz ar pardaez,
Ann holl meziou zo sioul, a-boan, war ann hent braz,
Ma klever trouz eur c’harr, a-boan ma kren ar gwez.

Ann ed er parkeier a zo sounn enn ho za,
Med ho fennou melen a lavar int dare,
Hag e rankint, warc’hoaz, dindan ar falz koueza,
Kerkent ha ma vezo goulaouet ar beure.

A-boan ma vez gwelet enn Env eur steredenn,
Ma c’hen em zastumer enn dro d’ann daol zero,
Abretoc’h ema koan, abretoc’h ar bedenn,
Rag warc’hoaz, mintin-mad, labour denn a vezo.

Ia, warc’hoaz, hag oc’hpenn pemzek dervez goude,
Ar c’houezenn a ruillo diouz tal al labourer,
Euz he bouez e tle koll ugent lur, marteze,
Med daoust hag hen, d’ann eost, a zell ouz ar skuizder ?

Nan... rag gant ma vezo klozet-mad er c’hrignol
Ar greun enn deuz hadet, teilet ha dastumet,
Gant ma c’hoar e vezo bara vid ar Frans holl,
Micherour ann dachenn euz he boan ne glemm ket.

O ! pa zellann ouz-id, labourer va mignoun,
Pa welann ez euz c’hoaz euz da seurt enn hor Bro,
E sonjann gant fisians : enn despet d’al laeroun
Ha d’ann dispac’herien, ar Frans n’eo ket maro !


————