Hag ar goz loudouren, glaourenn leun he ginou,
E justin eur Breizad gand he c’hraban deou krog,
A gred iouc’hal d’ezhan hor ger nerzuz « araok ! »
« Araok ! » evit petra ? Lavar’ta, loudouren !
Eneb d’he iez, m’oar vad, hag eneb d’he gredenn !
Rag imach ar Breizad a zo, dre c’hoaperez,
Laket, e-c’harz da dreid, war he zaoulin gan-ez ;
Eur c’houlaouenn danet enn eunn dourn a welann,
Eur chapeled oc’hpenn enn dourn all, a gredann,
Breizad, chom daoulinet vid achui da bedenn,
Goude vezi krenfoc’h enn eur zevel da benn ;
A wir galoun goude, prim ha drant enn da za,
Kri nerzuz : « Enn araok ! Bazad da Varianna ! »