— 83 —
KAN A VREZEL
PAOTRED BREIZ-IZEL
————
War ton soun ar re c’hlaz (La Marseillaise)
————
Enep Iudas, ar Franmasouned
Hag holl dispac’herien ar vro,
Savomp drant enn hor za, Bretouned,
Evit gallout herzel out-ho ;
Enn hon touez, evel aered-viber,
Ec’h en em ruzont niveruz,
Diwallomp ouz ho zeod flemmuz,
Ha flastromp, enn eunn taol, penn ann aer.
DISKAN
Enn araok, Bretouned, vid hor iez hag hor feiz,
Bazad d’ann enebour a daol he droad e Breiz.
Ouenn ann dud nerzuz hag a galoun,
Biskoaz n’oud bet eat war da giz ;
Daoust ha dont a rafez da gaout aoun ?
Ne garez mui’ta da frankiz ?
Ar goad a red a-dreuz da c’hwazied,
Daoust ha n’en defe mui tomder ?
Da zourn ne ve mui ken pounner,
Ma kren dirag ann haillevoded ?
|