Enn eur gampr louz, war eur c’holc’hed hanter vrein,
Ar Iuzeo kriz zo war-nez da vervel ;
War he ialc’h aour, kuzet gant-han adre-kein,
Bep eunn amzer, gand aoun, e taol eur zell ;
Med spez Lazar kerkent a zo dira-z-han :
« Ar madou-ze, frouez euz da falloniou,
« Eme Lazar, evid-oud, vel a welann,
« Ne c’hallont ket prena buez ann Envou.
DISKAN
Hag evit klask, pellaat ar gwell skrijuz,
Ec’h astenn prim he zivreac’h laosk ha treuet,
He zaoulagad, da welet, a zo spountuz,
He zent a stlak evel pa ve daonet.
Gwasket brema dindan pouez he dorfejou,
Enn he c’houzouk ar gomz a jom mouget,
Kerkent e wel c’hoaz o tont a vandennou
Ar re gwech’all en deuz bet kastizet :
Bugaligou, mammou geiz, hanter e noaz,
En deuz taolet er meaz euz ho lojenn ;
Skrijal a ra, rag, war-laez, e kred, siouaz !
Gwelet ivez eur c’hleze dreist he benn.
|