Pajenn:Pronost - I. Annaik II. Lili ha Roz Gouez.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —


AR BEORIEN ER C’HEARIOU
————


Koummoul loued ha pounner a zo, leun ann Envou,
Euz ann holl diez e kear ez eo gwenn ann doennou,
Ann amzer a zo ien, hag a dammou ledan
Ann erc’h, gand ann avel, a nij evel gwenan.
Ebarz enn eur vantell, spillennet dreist ar penn,
Ann nep enn eunn tavarn a gar chom a-ziaskren.
Ne ia ket enn noz-ma da redet ar ruiou,
Ha mont a ra d’he gampr, prim-meurbed he baziou.
Med epad ma kouez puill ann erc’h, heb ehana,
E-kreiz eur pondalez, enn eur huanada,
Ez euz eur paour keaz koz, heb tan hag heb goulou ;
Med den ne zonj enn-han, den ne glev he glemmou,
Rag ar fae pinvidik, kousket tomm heb dale
A ra fae war ann nep n’en deuz ket a wele.
Evel-se, d’ar mintin, pa deu troad he vatez
Da vale war eur c’horf a-dreuz ar pondalez,
E lavar, o floura gand ann dourn he varo :
« Eur vad enn he genver en deuz great ar maro ! »
Euz a diez ar re glanv ar skolaerien, d’ar red,
A gouez war gorf ar paour ; araok mont d’ar vered,
Evel eunn aneval, ar c’horf gand ar re-ma
A zo digoret-holl ; ho daouarn, heb krena,
A deu da zizolei kaloun ha bouzellou ;
Goude beza war-n-ho taolet mad ho zellou,
Enn eur welet n’euz ket a voued er vouzellenn :
« Marvet eo gand ann naoun ! a zonj ar skolaerien.