War ribl ann hent, e-skeud ann deliou Poultrennet euz eur c’harz,
Mantret ha beuzet enn he zaelou, Em euz gwelet ar barz ;
He dal a ioa tenval ha soublet, Ha gand eur vouez truezuz
E roaz, heb dale, d’in da glevet Ar c’homzou-ma klemmuz :
DISKAN
Brema, siouaz ! ne vez mui kanet,
E Breiz-Izel, gwerziou, souniou,
Hon amzer gaer a zo tremenet,
Marvomp eta, paour keaz biniou !
Sonj ec’h euz, gwech’all ar Vretouned A galoun a ioa gae,
Hag er pardoun koulz hag enn eured Ann dud holl a zanse ;
Me, gant va mouez, ha te, gant da zoun, A skuille levenez,
Evel ann heol, ebarz e kaloun Tener ann den-nevez.
|