Miret hoc’h euz karantez Breiz,
Bro al lealded hag ar feiz.
D’e-hoc’h e kinnigann va gwerziou,
Dister, vel brug hor meneziou,
Hag ho kaloun wir a drido,
O kleved ekleo ouc’h ar vro.
Ma c’haloun a zo frailled dre nerz ma enkrezou ;
Ma daoulagad entanet n’ho deuz mui a zaelou,
Deud eo siouaz ! ann devez ma rankann dilezel
Lec’h kaer ma bugaleach, ma bro gaer Breiz-Izel !
Keno d’id, ma zi balan, kuzet barz ann draonien,
Tachen c’hlaz var behini, bugel, e c’hoarien ;
Gwez ivin ker bodennek, e disheol a bere,
E pad tomder ann hanvou, e kouskenn da greiz-de.
Keno ! Keno ! Mamm ha tad, breman, n’esperit mui
E chomfe ho mab kared da harpa ho kozni,
Evit gounid d’hoc’h bara, vel m’hoc’h euz graet d’ezhan,
Al lezen zo didruez, ho kuitaad a renkann.
Nag a wech, ma mamm dener, e renkfet-hu lenva,
Pa zeui ma c’hi ankenied e dro d’hoc’h da ruza ;