Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —
Ni hon deuz bet amzer vad koulskoude :
Tennet, lazet, karget leiz hor sier.
Tud iaouank kaez ! Petra dapit aze ?
Logod, razed, pintiged ha kizier !
Grid evel-d-oun, skourit ho fuzuiliou,
Zant Hubert koz, hon tad hag hor faeroun,
A zo mouzet war e skaon, enn Envou,
D’hen divouza, kournomp a nerz-kaloun !
————
AR PAOUR KEAZ LAZAR
Graet gand eunn den nevez-zistro oud ar bed-all
————
War Don : Maoud ar Goff ha maoud ar Gall.
War ma fe ! ma mignounet,
Divalo oun bet gwasket.
Sonjal a rean, e taol-ma,
E rankchenn lipad ma loa.
Diskan
Tra, la, tra, la, tra, la, la ! (bis.)
Ann Ankou, ann dougnez kri,
Evit ma stleja, gant-hi,
E bro teval ar goet,
Kalz, kalz, he deuz c’hoariet.
Diskan : Tra, la…