Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —
Dilezid ar penterezou,
Troid ho kein d’ann ebatou,
Pao Satan war-n-hoc’h zo stignet.
Alanik, te zo dilostet !
Sellit, lern iaouank, enn ho mesk,
c’houi welo kalz a vreudeur besk ;
Grit skouarn vouzar d’ho c’homziou,
Ha ne droc’hit ked ho lostou !
————
Da Jarlez Kerwasdoue, kaloun wir ha brec’h dir.
————
PERINAIG HAG HE FODAD LEAZ
————
War Don : Petra zo nevez e Kear-Iz
I.
Perinaïk, — ar plac’h lirzin, —
A gerze skanv da Werliskin,
Eur podad leaz soun, — war he fenn, —
Diazezet war eunn dorchenn.
Lakaed he doa eur c’hoef gwenn-kan,
Boutou nevez ha loerou moan,
He bleo rannet, flouret giz ker,
Evel diou lipaden ounner.