Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
PROSPER PROUX


10

Adieu, va nes amezec, Yannic va gouir mignon,
Camarad va c’hoario, va breur dre ar galon,
Piou, siouas, a guemero eul lod eus ma foanio,
Piou bremâ pa vin seder ganenme a c’hoarzo ?

11

Hep da vreur, te yel bremâ er parojou neçsa
Da bigoçsat al leurio bars el Laçzou dorna ;
Hep-hon, te yel da zispud maout at c’hourenadec,
Da chaçsa var ar ruban ebars er varadec.

12

Adieu, va c’hy quœs Mindu, va leal camarad,
Neffomp quen deus ar beure da glasq roujou ar c’had,
Na glevin mui er mene da chilpaden squiltrus,
Var va dorn mui na zantin da dèod carantezus.

13

Aben eun neubeud amzer cals a vignonet yen
Bars er zoudard disvroet, marvat, ne sonjfont quen ;
Maes da galon te, Mindu, n’eo quet quer hancouëus
Pel e ri c’hoas va c’hanvou dre da yezo clemmus.

14

Adieu, va c’hazec velen, sqan evel eun eyès,
Mistr evel eul logoden, gentil vel eun oanès ;
Ne çzantin mui, indanon, gant an hast o tripal,
Ma daouarn mui na stagfont ar ruban var da dâl.

15

Adieu, oll blijadurio, foariou, pardonniou yè,
Soubenno lèz, nosvecho, festo, leurio nevè,
Ebatou quer birvidic, biniou sard a sqlentin,
Ne drido quen va c’halon gant da zoniou lirzin.

16

Adieu quement a garan, adieu, da virviquen,
Pell deus a Vreis me varvo, mantret gant an ancquen,
Bea zeus plant quisidic, da chom a blaç crouët
A voëler o tizec’ha ractal mint disvroët.