Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
PROSPER PROUX


XI

DIVIS

entre eur c’hliant yaouanc ac eur risquerès coz

————

Var ton : Quimiat pautret Plouhillau.

1

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, bet e zoc’hu coant gouech all ?

AR PLAC’H

O nan biscoas, va mignon quœs, coantiri zo eun dra fall.
Couscoude e voan plac’h terrub, degaget, croc’henet caër,
Va lanchen distaguellet mad, va lagat lem a zeder.

2

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, bet o peus servigerien ?

AR PLAC’H

O nan biscoas, va mignon quœs, na c’houl quet ar veleyen.
Couscoude ne voan quet scornet, plijout a rë din Pipi,
A pa frote eur plac’h all e santen vel jalousi.

3

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, tenerèt neus ho calon ?

AR PLAC’H

O nan biscoas, va mignon quœs, rac ar pec’het e moa aon.
Couscoude eur sulvès pardon e c’houlas quer brao ouzin
Rei dezan eun toullat pocqo, ma voe ret din acsantin.