Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
159
PROSPER PROUX


XII


CAZ PIPI


————


Var ton gallec : C’était de mon temps que vivait Madame Grégoire.


1

Merc’het ar guèr-man
O deus aon bras rac targas Pipi ;
O velet nezan
Piou couscoude a nefe disfi ?
Quer douç eo e zello
Quer mignon e drejo,
Mœs Janedic, Mari, Helena,
Lyès a lavar en eur voëla :
Ne fourgaçset quet
Ar c’haz pa vo cousquet.

2

Pipi ac e gaz
O daou a voa cousquet en eur prat,
Cetu Louisa Vras
Diouthê sioulic e tostat.
(Allas, ar merc’het quœs
A zo goal dievès)
En eur c’hoarzin, e lare Louisa,
Cousto pe gousto vit ar vech-ma
E vo fourgaçset
Ar c’haz a zo cousquet.

3

Vit en difuni
Goustad e harling pen ar bisiq,
Sevel a rès e fri
Mœs deustu a zirac Louisaïc
Na neus quet quemeret
Eur stum droucq a feuquet.