Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
PROSPER PROUX


XIV


Ar veuc’h laër


————


Var ton : Ar Maçonner.


1

Er barros a zo eun doctor ac a possed ar squiant
Da gentilat, en daou vunut, d’an tourc’h ar muia friant.
Na ve quet cavet me bari, er Rouanlelès antier
Eun den acquitoc’h eguet han d’ober sparlo d’ar zaout laër.

2

Gwech all e meus bet lavaret voa scrivet em flaneden
Vijen Pitou pad ma bue, mert siouas nem drompla rèn ;
Santout a ran non quet aquit da hersel deus ar vicher,
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.

3

Va c’horf a meus bet tanfoeltret o c’hober vad dan neçsa,
Diverret a meus va bue ouspen deus a uguent vla,
Collet va reputation, va ene, a va amzer ;
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.

4

Na neus quet ebars ar bed-ma malevrussoc’h destini
Eguet an hini a c’hortoz ar Pitou en e gozni :
A bep tu a neus trubuillo, displijadur a mizer,
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.

5

Demezi zo eun diotach, rac cals deus ar vugalè
Na tad na mam na respetont, mert encrès na neus gantè,
Ar verc’h a risqo he c’hroc’hen, ar mab a vo pitaouer,
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.

6

En de all a moa guelet eur paour quœs Praticien
A neus tapet gloc’horennou a grenn dost de centuren.
Allas, en toues ar boquejo, eo bet flemmet gant eun aër,
Me yel, en despet d’ar merc’het, d’ober sparla va beuc’h laër.