Pajenn:Proux - Canaouennou gret gant eur C’hernewod, Jaffrennou, 1913.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
PROSPER PROUX


6

Aïhaou, ma goucq, eme Pipi ;
Aïhaou, ma choucq, eme Vari ;
En graç, me Pipi, paouezet !
En graç, me Mari, quendalc’het !
An dra ze, etc.

7

O ! me Yan, goassa bac’hadou ;
O ! me Mari, pebeus tauliou ;
E c’han da vervèl, me Pipi ;
E c’han da vervèl, me Mari ;
An dra ze, etc.

8

O ! me Yan, pebeus aubaden ;
O ! me Mari, pebeus souben ;
Na vin quen tyet, me Pipi ;
Me vo tyet c’hoas, me Mari.
An dra ze, etc.

9

Pevar mis goude an affer
Pipi na zonje quen el laër ;
Mœs Mari goant na hèlle quen
Prenna choucq lassou e c’horfen.
An dra ze, merc’het, o tisqo
Da vont da redec er c’hoajo.



————